àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur vignetenn CRIT-air evit mont ha dont 'ba kêr Roazhon

Ur vignetenn CRIT-air evit mont ha dont 'ba kêr Roazhon

Ne c'hello ket ken ar c'hirri-tan hep o vignetenn CRIT-air mont ha dont 'ba kêr Roazhon pa vo saotret braz an aer. Divizet 'oa bet bloaz 'zo gant prefed Breizh Christophe Mirmand heuliañ skouer kêrioù braz all. Gant ar sistem Crit'air, e vez roet da bep karr-tan ur vignetenn hervez e live saotrañ. Abaoe penn-kentañ ar miz neuze, kerkent pa vo bet pevar devezh a live saotrañ braz e Roazhon e vo difennet d'ar c'hirri-tan hep vignetenn dont tre e kêr. E Paris, 'oa bet lakaet ar sistem-mañ e plas 3 bloaz 'zo dija. Essyllt Louarn a zo enklaskerezh war saotradur an aer e Skol-Veur Su Paris. Petra soñj deus an dra-se, pa voe bet difennet d'ar c'hirri-tan koshañ, live 4 ha 5, ruilhañ, div wezh ar bloaz, 'benn nebeut ? Diskinnig : Ur reportaj gant Tunvezh Wlagen-Grandjean. Evit poent eo diaes lâret ma z'eo efedus politikerezh Crit'air, dre m'eo re ral a wezh eo bet lakaet e plas fin ar gont. Ar gevredigezh AirParis a zo karget da heuliañ saotradur an aer e Paris.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio