àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar Redadeg 2020 : etre Karaez ha Gwengamp !

Ar Redadeg 2020 : etre Karaez ha Gwengamp !

Disadorn 'oa emvod meur kevredigezh ar Redadeg 'ba Ti ar vro Karaez. An darvoud meur evit difenn ar brezhoneg kentañ a zo da vezañ dalc'het e 2020. Roet eo bet disadorn neuze anv ar gêr gentañ hag an hini ziwezhañ a vo war hent ar rederien evit ar brezhoneg : 'ba Karaez 'vo al loc'hañ hag 'vit ar wech kentañ e vo an digouezh e Bro Dreger, e Gwengamp. N'eo ket bet divizet da vat peseurt hent resis 'vo kemeret etre an 20 hag an 28 a viz Mae, benn bloaz hanter ac'hann, met goaret 'vez dija an niver a gilometradoù a vo graet. Tro dro 1800 kmad 'giz e 2018 ... Traoù zo a chom da resisaat c'hoazh, ha prest eo ar skipailh da zegemer mennozioù da geñver ar buheziñ. Raktresoù tro dro d'ar c'hallaoueg vo donet mat ivez, dre ma tremen ar Redadeg e Breizh Uvel ivez evel just. Selaouomp Gerald Ar Gov, Leila Simon ha Tifenn Siret eus kevredigezh ar Redadeg doc'h mikro Gwenvael Delanoe.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio