àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

Un diouer a zeur a zo er vro. Disklêriet oe bet get prefed an departamant aodoù an arvor e vo ret diwall doc'h an dour vez implijet get pep hani er vuhez bemdeiz. Mallus eo, ret eo cheñch ar boazioù, setu ar pezh a lâr Brieg ar C'hoff ag kevredigezh Dour ha Sterioù Breizh. Hervezon, ar pezh a vank eo sifroù resis, setu ar pezh en doa eñ disklêriet dre bellgomz da Gwenvael Delanoe. Selaouit da Kevredigezh an dilennidi vrezhonek oa bet savet e 1984 diwar intrudu Pêr-Ivon Tremel, kuzulier-kanton ar Roc'h ha maer Kawan e Bro Dreger. Fañch Peru a lavar deomp hiziv penaos oa bet krouet ar gevredigezh-se, karget da reiñ plas d'ar brezhoneg er parrezioù e Breizh. Ur c'hinnig get Tomaz Laken ag RKB, selaouit da Gant Herve Kere omp hiziv adarre. Paotr ar gevredigezh Ordis Libres de l'Arrée. Bepred e komz deomp deus OpenStreetMap, ur poellad libr a servij da sevel kartennoù dindan lisañs libr, selaouit ivez atersadenn Tomaz adal Ur fest-noz tro-dro d'ar c'han a vo benn disadorn. Aozet get kevredigezh Kan ar Bobl Menez Are. Selaouit Anaig Kere, tro-dro da Anvet oc'h Morvan ? Selaouit doc'h kronikenn Serj Bozeg Ar-dreñv ar gêrioù, displeg a ra deomp penaos n'eus cheñchet an traoù e-korv ar c'hantvedoù. Da Ur paotr en doa bevet 2 darzhadenn bombezenn atomek : Tsutomu Yamagushi eo anvet. 29 vlez e oa e 1945, pa oe bet bannet 2 vombezenn àr kêrioù Hiroshima ha Nagasaki. Tremenet en ifern, ha chomet bev. Setu ar pezh a vo kontet deoc'h get Loeiz Belleg, Ar hentoù an antroposenn, da Tonioù : - Djelimady Tounkara, Ayebo - Skolvan, La ronde des choucas - Alambig Elektrik, Giz gwechall ma mignoned - Menguy/Berenguer, Peaceful Protest - Dour Le Pottier Quartet, Sonjerie d'un ouézè vayaijou - Yael Naim, Coward

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio