Beaj sonerien ar C'hreiz Breizh Akademi 7
Emañ sonerien ar C'hreiz Breizh Akademi (KBA) o veajiñ evit deskiñ ar sonerezh mozel. Implij notennoù n'int ket "tamperet", evel ma voe graet e Breizh gwechall, a zo pal Erik Marchand; krouer ar stummadur. Evit-se vez pedet sonerien brudet deus ar bed a-bezh da zont da gelenn evit sonerien ar C'hBA. Mez kaset vez ivez ar studierien d'an estren bro ur wezh er stummadur, evit dek devezh.
An 18 soner, sonourez, kaner ha kanerez o kemer perzh er bloaz-mañ e 7vet prantad ar C'hreiz Breizh Akademi, zo lod en o zouezh a zo er mare-mañ e Bulgaria, lod all bet e bro Indez e pad an hañv. Axel Landeau, un deus ar ganerien, a oa eñ e Istanbul. Bet eo bet da gêr-benn Turkia pemzeiktez 'zo, asambles gant 4 soner ha sonourez all. Lâret a ra deomp da betra selvij mont ken pell-se evit studiañ ar sonerezh mozel.