àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

Perak eo Linux ur reizhiad korvoiñ (système d'exploitation) efedusoc'h ha suroc'h evit Windows? Ar respont a zo roet get Herve Kere, doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB tro 41' en enrolladenn a-dreist Hello! Okaeri! Wie geht's? Mar karit mont da zizoloiñ yezhoù nevez kerzhit beteg Plouharnel (e-tal An Alre) benn disul! Selaouit ivez doc'h displegadennoù Patrig Drean, ag a gasay an atalier okitaneg da 6' Karanti Karanti, ar gronikenn da gomz ag karantez e brezhoneg kaset get Paskal Tabuteau, a zo da glevout da 12' Chinchon, setu ur gelaouenn nevez e gallaoueg evit ar vugale. Embannet eh eus bet an niverenn gentañ! Selaouit doc'h Fabien Lecuyer da 22' An ostilhoù naturel a c'hell bout er memes tro efedus tre evit reiñ titouroù, hag oberennoù arz. Wenn du mir siehst, dann weine. Ar bed o treiñ, get Laetitia Fitamant ag Radio Kerne da 1eur 06! Tonioù: - Julie Fowlis, A phiuthrag sa phiuthar - Le Gall-Carré / Moal, An hini karetañ (tennet ag Touellwel ar bladenn nevez aet 'maez) - Bertran Ôbrée Trio, La net s'etèn - Soig Siberil, Clark's favorite - Kate Rusby, Our town - Baaba Maal, Jam Jam

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio