àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Stankadeg Roazhon 2 dimeurzh

Stankadeg Roazhon 2 dimeurzh

Brud fall vez graet war ar studierien o stourm gant prezidantelezh Skol-Veur-Lennegel-Roazhon. Dimeurzh oa un devezh stourm broadel enep da bolitikerezh ar gouarnamant. Er Skol Veur en un doare ipisial, e vez gwelet fall ar cheñchamant lezenn war an aotregezh. Evit diskouez o enebiezh, zo bet stanket ar Skol Veur e pad div eurvezh gant un daou c'hant studier bennaket, a-raog dezho mont da adkavout ar vanifestadeg hollek e kreiz kêr. Anton Burel, studier war ar brezhoneg e Skol Veur Lennegel Roazhon, ha zo er strollad dizalc'hour Dispac'h. Kemeret 'n eus perzh e stourm ar studierien dimeurzh. Displegiñ a ra pegent souezet eo bet ar stourmerien, ken rust eo bet respont ar brezidantelezh d'o stankadeg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio