Un uzin da sevel 30 000 porc'hell 'vo 'ba Plovan!!
Labour-douar stank ha louzaouet, pe labour-douar bio ? Setu aze un dibap kevredigezhiel da ober. E Bro Vigouden zo un afer deuet da vezañ un arouezh. Stal sevel moc'h Kerviel, e Plovan, a zo bet aotreet da vrasaat evit mont betek produiñ 30 000 moc'h ar bloaz. N'eo ket evit plijout d'ar gevredigezh CAFUB, o stourm enep an atantoù uzin e bro Vigouden. (Goude daou enklask foran, hag asant ar prefed e 2017, zo bet kaset ur rekour enep gant ar C'hAFUB, evit ma vefe nullet an aotrez. Mez kroget eo al labourioù da sevel an astenn dija. Jean-Michel Nikolaz a zo ezel ar C'hAFUB. Lâret a ra e pelec'h mañ degouezhet an afer deus mikro Tunvezh w/Gwlagen-Grandjean.((Diskinnig : Emgav vez roet gant ar gevredigezh CAFUB enep ar c'hêrioù-uzin, dirag ti-kêr Plovan dirgwener. Resevet vint gant maer ar gumun da 11e, evit lakat anezhañ da herzel al labourioù, hag e vo pik-niket gant ar stourmerien da c'houde.