àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Marvet eo Edouard leclerc, dec'h 'ba Sant-Divi.

Marvet eo Edouard leclerc, dec'h 'ba Sant-Divi.

Marvet eo Edouard leclerc, dec'h 'ba Sant-Divi, 'kichen Landerne. 85 bloaz 'oa an embreger 'neus lakaet ar mod da werzhañ boued da cheñch e fin ar bloavezhioù 40. E gêr stur 'oa: gall 'ran lakaat ar prizioù da digreskiñ eus 20%. 'Pezh 'neus graet adalek 1949 'ba e stal vihan 'noa digoret gant e wreg Hélène. Kroget 'noa da brenañ marc'hadourezh d'ar broduerien war eeun. E-giz se 'noa ket da reiñ arc'hant d'ar gonversanted 'oa etre ar produer hag an ingaler. Tamm ha tamm 'zo savet ur wir imparaelezh ar goñvers 'bar bed a-bezh. E 2010 'oa gwerzhet 40 milliard euro a varc'hadourezh! O chom 'ba Sant-Divi 'oa Edouard Leclerc, 'ba ur maner anvet La haye. Jean-Jacques Cozian, maer 'bar gumunn, 'neus anavezet 'nan. Selaouomp e soñj goude mare un annezad dreistordinal. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio