Dec'h 'oa dalc'het an devezh broadel enep an armoù nukleel
En un doare resis, zo bet goulennet digant ar gouarnamant da gadarnaat un Emglev nevez savet gant an ONU da zifenn an armoù Nukleel. An emglev-se, graet TIAN deuzoutañ evit Traité d'Interdiction des Armes Nucleaires, a zo bet votet e 2017 gant 122 vro, ar pep brasañ outo broioù Amerika ar C'hreisteiz hag Afrika. Bro C'hall, asambles gant ar broioù all o terc'hel armoù nukleel, a zo chomet hep kemer perzh er votadeg-se.
Evit ma vefe lakaet e plas an emglev TIAN da vat, eo ret bout kadarnaet gant gouarnamantoù pe parlamantoù 50 bro, 'pezh 'zo graet gant 19 bro betekgen. Ha n'emañ ket bro C'hall en o zouezh evel just.
E 9 lec'h arouezhus e bro C'hall 'oa aozet un emgav dec'h evit lâret groñs da vro C'hall kadarnaat d'he dro an emglev nevez-se. Emgav 'oa roet neuze un tammig e pep lec'h : e kreizennoù enklask war an nukleel, e bonoù nij, hag unan 'oa 'ba Breizh dirag bon-spluj an Enez-Hir war ledenez Kraon.
Youen Jardin, Annaig Riwall, ha Yann Wafflart a gemere perzh er vanifestadeg. Ur reportaj gant Tunvezh W/Gwlagen-Grandjean.