War digresk 'ya servijoù ospital Douarnenez!
Mont a ra selvijoù ospital Douarnenez war zigresk ha war vreskaat. Ar wezh-mañ eo ar SMUR a zo tizet, ar « selvij red evit ar gwallzarvoudoù trumm hag advevaat ». Evit an hañv eo bet diblaset ar selvij da Gemper e-pad an nozvezhioù hag an dibennoù sizhun. Met daoust ma oa da vezañ lec'hiet e Douarnenez en-dro kerkent fin miz Eost, n'eo ket bet graet. Diskleriañ a ra UDB Kornôg Kerne ur seurt politikerezh yerc'hed. Goude meren e oant war vord an hent evit staliañ ur banniel da zesachiñ evezh tud ar C'hab war an dañjer-se.
Maksim Touze a zo ezel ar strollad emrenour. Displegiñ e pelech 'mañ ar gudenn deus mikro Tunvezh w/Gwlagen-Grandjean.