Manifestadeg ar vageerien dirak Enez Didibi
N'haller ket mont war enez Dibidi ken abaoe ur bloaz! Stanket eo ar wenojenn a yae deus an douar da gae enezenn an Ospital Kamfrout. Du-se eo koulskoude lec'h m'emañ aodet bagoù bageerien ar gumun. Savet 'zo bet ur voger vein gant perc'henn an enezennig ha tro-droet anezhi gant ned-orjalenn. Paket eo kalzig a vageerien, rediet da eoriñ o bagou ganto 'tal abati Landevenneg e plas.
Sañset eo echu ar gonvansion a roe an aotre da vont war vord an enezenn abaoe 2016. Met ne gompren ket bageerien Tibidi diviz ar perc'henn. Stourm reont evit gellout aodañ war an enezenn en-dro. Sylvie Vigouroux, o chom tost eus Tibidi ha bageerez, a zispleg deomp penaos 'vez aodet dibaoe ur bloaz. Gant Erwan Blanchard.
Emgav neuze disadorn dirag enez Dibidi da 2e, en Ospital Kamfrout.