àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Nicolas Sarkozy 'ba Kraoñ

Nicolas Sarkozy 'ba Kraoñ

Nicolas Sarkozy 'oa hiziv 'ba Kraoñ evit ur weladenn troet penn da benn war an doareoù da wareziñ en-dro ar mor hag an aodoù. Kroget 'neus e veaj gant ur sell war douaroù ar "c'h/Conservatoire du littoral" (pe "Mirva an Arvor"). Goude, 'pad ar brezegenn dalc'het 'ba Kraoñ, 'neus lâret e vo ledannet an tachennoù-se : deus 12% deus an aodoù hiziv an deiz betek 25% a-benn dek vloaz. Dirak ur mil bennaket a dud pedet n'eus komzet ar prezidant deus ar bizhin glas ivez ! O tifenn plas ar beizanted 'barzh ekonomiezh ha sevenadur ar vro. O lavar ivez 'vo diorrenet an usinoù a broduiñ metan evit dont a-benn tamm ha tamm deus ar bizhin glas memestra. E-touez an dud o deus goulennataet ar prezidant 'oa Jean-François Le Garrec, prezidant CCI Kemper. Laouen oa da vezañ digaset goulennoù. Emañ deus mikro Anne Gouerou Klevout a rit goude Didier Fouquet, eil-maer Kraoñ, hag Ambroise Guellec, bet prezidant "Mirva an Arvor / Conservatoire du Littoral" Fotoioù : Etre 800 ha 1000 den pedet oa deuet betek Kraoñ evit selaou prezegenn ar prezidant Sarkozy (fotoioù Anne Gouerou)

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio