àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadeg ar Gwenanerien lakaet diaes en o micher

Manifestadeg ar Gwenanerien lakaet diaes en o micher

Gwenanerien ar vro zo prest da gas ar stourm betek penn. Tro dro 400 a dud 'oa bodet 'ba Karaez dec'h 'goude merenn 'vit soutenn anezhe ha goulenn ur cheñchamant politikerezh 'keñver al labour-douar. Lazhet zo bet ur bouchad ruskennoù 'ba Breizh ar bloaz-mañ 'blam d'al louzeier 'vez lakaet 'ba'r parkeier. Estreget ur vicher zo da sekour, evit soutenn an en-dro ha yec'hed an dud oa ar gwenanerien er straedoù. 300 000 euro 'n oa kinniget ar stad 'vit sekour ar gwenanerien, met 'benn'fin ne vo nemet teir gwech nebeutoc'h... Pezh n'eo ket a-walac'h tamm ebet, hervezh ar gwenanour Jose Nadan. Un atersadenn gant Gwenvael Delanoe. A-hent-all 'zo bet embannet ur galv 'war ar rouedad 'vit ma vefe difennet implij louzeier kimikel 'ga'l lezhen. Muioc'h a ditouroù war «nousvoulonsdescoquelicots.org».

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio