2 000 den e manifestadeg Naoned an adunaniñ
Etre 1500 ha 2000 den a oa o vanifestiñ e straedoù Naoned disadorn evit an adunvaniezh. Neubeutoc'h eget ar bloavezhioù tremenet, met muioc'h eget bloaz paseet 'pa 'oa bet start an darempredoù etre an aozerien. Ar wech mañ, "Breizh Unvan" 'noa ket kemeret perzh. Met sindikalourien deus Kanaki ha bro Iwerzhon 'oa deuet evit souten ar stourm.
Bet eo bet Gwenvael Delanoe da zaspun soñjoù Nikolas, Maela, Denez ha Fañch.
Raktresoù all 'zo war ar stern 'vit an adunvaniezh, ur vanifestadeg all a vo 'ba Roazhon d'an 8 a viz Kerzu. Goulennet 'vo 'vefe aozet ur votadeg.