àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

SICA Kastell-Paol, 65 000 m2 anezhi, zo riskl ma vo savet

SICA Kastell-Paol, 65 000 m2 anezhi, zo riskl ma vo savet

An aotre da sevel savenn ar SICA 'ba Kervorus 'ba Kastell-Paol c'hallfe bout roet 'benn fin ar gont. Gant daneveller foran lez-varn melestradurel Roazhon eo bet nac'het mont a-du gant arguzennoù ar gevredigezh Kervorus-Vilagren 'zo o stourm abaoe tost dek vloaz 'vit ma 'vefe ket ar savenn bras a 65 000 m2 war un dachenn 36 devezh arat. E 2015 'oa cheñchet ar PLU gant kêr Gastell-Pol. Dre se eo deuet da vezañ aesoc'h reiñ an aotre da sevel ar magajin bras. Skipailh Saïk Jestin 'zo perc'henn ur maner 'zo 30 metr eus tachenn ar SICA ne laosko ket an afer e-giz se. Selaouomp Bob Simon, bez-prezidant ar gevredigezh Kervorus-Vilagren. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard. Benn disul 'vo dalc'het gant ar gevredigezh "Kervorus-Vilagren" he fest-deiz 'vel bep bloaz. Adalek 2e. Posubl 'vo, war un dro, d'ar re fell dezho gweladenniñ ar maner 'zo klaset e touezh ar savadurioù istorel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio