àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ul levr war an iliz devet

Ul levr war an iliz devet

E Tremael, e kornôg Bro Dreger, 'oa aet an iliz gant an tan e miz Even 2016. Ha homañ, deus ar XVvet ha XVI kantved, klaset er monumantoù istorel abaoe 1910. N'eo ket bet kempennet c'hoazh, sur deoc'h, un hir a labour 'vo ken a vo. En tu all d'an iliz hec'h-unan eo tout an traoù a oa 'barzh 'oa bet pulluc'het. Da c'hortoz ken vo adsavet zo deut ul levr 'maez, poltrejoù ennañ, 'raok an tan-gwall ha hirie an deiz. Diriaou 'oa bet diskouezet al levr-mañ gant tud ar rannvro ha maerez Tremael. Thérèse Bourhiz eo maerez Tremael end-eeun, lâret 'ra deomp pelloc'h. Gant Tugdual Karluer

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio