àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Skol divyezh Brest : manifestadeg evit un eil klas

Skol divyezh Brest : manifestadeg evit un eil klas

Ur mestr skol divyezhek hepken 'zo o labourat 'ban hentenn divyezhek 'zo 'ba skol Lucie Aubrac 'ba Brest. Dav d'ar c'helenner ober war dro 22 vugel 'zo dasparzhet 'ba 7 live: eus ar re vihan d'ar re CE2. Re eme kerent ar vugale a c'houlenn 'vefe digoret un eil plas labour. E penn kentañ ar sizhun 'oa un tamm manifestadeg dirak skol Lucie Aubrac 'ba Brest. Displegadennoù gant Eric al Lann 'zo prezidant 2yezh 'ba Brest. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio