àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

EMILY LOIZEAU "Mothers & tygers" (2012) 1/4

EMILY LOIZEAU "Mothers & tygers" (2012) 1/4

Er 2000s hon eus anavet Emily Loizeau, un arzoures poset, ha kreñv he fersonelezh arzel. Da 5 blez he doa komañset ged ar piano, studiet he deus ar musik klassel, an teatr iwe, ha goude boud embannet an disk berr La folie en tête e 2001 e doa kenniget he albom kentañ, L'autre bout du monde, e 2006. E 2009 e oa bet B.O. ar film King Guillaume, hag he eil disk Pays sauvage. E 2012 e embanna Mothers & tygers, awenet ged ar barzh saos William Blake. Ema bet enrollet ba'r gêr, ba'n Ardech, hag a-dra-sur ema he disk donnañ. Tad Emily Loizeau so gall, ha saos he mamm, setu perag e hella skriv ha kanal ba'n diw yezh. A-pa oa bihan e lenne dehi he mamm-gozh barzhonegow Blake. Emily deus adlennet unan anehe, "The tyger", ha posiow ar barzh vez kavet amañ hag ase en he hanennow. Ged an titl-se e renta enor iwe d'ar ganeres Lhasa. Pelloh hon eus un duo ged Camille ("Marry Gus and Celia"), ur bedenn navajo ("May the beauty make me walk"), furnez he sad-kozh ("No guilt no more"), hunvreow beuzet ba'r wirionez ("A night a long time ago"). Emily Loizeau deus savet ur bladenn chik ha naturel àr-un-dro, hoari a ra ged he mouezh en ur mod delikat ha sontil, douss ew ar musik, mes santet vez àr-un-dro un nerzh arall ha newez kani ar ar vamm ema dàet da voud n'eus ket pell so, ur vamm ha n'he deus ket ankouaet tigred he yowankis. CHARLES TRÉNET "Le petit oiseau" (1936) > Lehienn ofissiel REMINGWAY "Le monde des grands" in Le monde des grands (2012 . Atmosphériques) > Pajenn MySpace TWO DOOR CINEMA CLUB "Sleep alone" in beacon (2012 . Kitsuné) > Lehienn ofissiel LOU DOILLON "ICU" in Places (2012 . Barclay) > Lehienn ofissiel EMILY LOIZEAU "Vole le chagrin des oiseaux" in Mothers & tygers (2012 . Polydor) RAPHAËLLE EVA feat. PHILIPPE-GEORGES AHMON "Chanson de l'hippocampe" in C'est meilleur quand c'est chaud (2006 . Reva) > Lehienn ofissiel EMILY LOIZEAU feat. ANDREW BIRD "London town" in Mothers & tygers (2012 . Polydor) > Lehienn ofissiel
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio