àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Stalioù goulo ez eus e kreiz-kêr Rostrenn, n'eo ket a-gaoz da se e rankfemp o lezel da vont da get. Setu m'em lakont un nebeut arzourion da livañ anezho er mare 'mañ, ha d'ober krouidigezhioù tro-dro d'an endro. Er prantad 'mañ e vez lakaet e plas atalieroù get Metalocaux, ha tud yaouank em gav ivez e kampoù aozet get an Ubapar evit kemer perzh e atalieroù radio, arzoù-kaer pe c'hoazh c'hoariva. Muioc'h da glevout get Mael Ausias, renerez ar c'hamp tro 35' en enrolladenn a-us! Ne vez ket komzet brezhoneg e Breizh hepken. Brezhonegerien az a da vevañ e lec'hioù all, pell a-wechoù! Padal marsen n'hon oa ket soñjet en dra-se naken: n'eo ket un diaspora met ur c'huriusted hag a ta hag an estrenn-vro evit ar brezhoneg. Pegen plijus klevout Yulia Borisova o komz brezhoneg, ur yezh bet dizoloet ganti 8 vloaz 'zo bremañ. Selaouit an eskemm get Yann-Klaod ar Ruyet, bet beteg Rostov (e norzh Moskov) d'he atersiñ. Tro dro da 15'
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio