àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keit d'ar FIL, FIL d'ar gêr 2018 - 5/5

Keit d'ar FIL, FIL d'ar gêr 2018 - 5/5

Un abadenn kensavet get Yaelle ar Mouel ha Kristof Bernard, get sekour tri c'hronikour : Paskal Tabuteau, Serj Bozeg ha Roderic Halleguen, ha Meriadeg Valy doc'h an teknik. Tud pedet : Serj Bozeg ha Paskal Tabuteau a gomz deomp ag an arvestoù. Alan Stivell da gomz ag an arvest hag ar bladenn nevez-flamm « Human ~ Kelt » hag a zay er-maez e fin miz Gouel-Mikel. Maelig Mollo, sonour e bagad Roñsed Mor a Vendon da gomz deomp ag ar grouidigezh « Asturianaes ». ///Deskamp kembraeg!/// get Alan Hervé. Florian Lannuzel da gomz ag Ai'ta ha stad ar stourm evit ar brezhoneg. Lena an Touz a gomz deomp a vell-droad gouezeleg dre ma vo savet ar c'hampionnad europa a-hed an dibenn-sizhun en Oriant. Sterenn Le Guillou, Enora Jegou ha Marine Lavigne, perzh er strollad « An teir », da gomz ag ar grouidigezh ///#New Leurenn///, anvet « Eben » hag a vo àr leurenn Kae Breizh. Sonerezh - Alan Stivell - ///« Son ar chistr »///. - Gnoss - ///«The silver fox »///. - Oriaz - ///« Laridé de la Turballe »///. - An Teir - ///« Ton doubl gavotenn»///, àr-eeun.

Keit d'ar Fil, Fil d'ar gêr

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio