àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Tud kozh ha yaouank é veviñ barzh ar mem ti.

Tud kozh ha yaouank é veviñ barzh ar mem ti.

A-c'houde 2008 emañ bet lakaet e plas ar servij « un doenn, 2 rummad » e bro an Oriant, àr un dro get ar BIJ, Burev kelaouiñ ar re yaouank hag ar CCAS-où a ra àr-dro an dud kozh. Diaes eo evit ar studierion kavout ur lojeris hag ur bochad tud kozh a vev o-unan en o zi. Neuze, ar pal eo bodiñ an daou, d'ar re yaouank da vout lojet marc'had-mat ha d'an dud kozh da veviñ get unan arall. Kresk a ra an niver a « goublad » bep blez. Dek int ar blez-mañ. François Le Ny, 86 vlez, a zo é chom e Lann ar Stêr oa e-mesk ar re getañ enskrivet. A-c'houde tri blez 'zo neus graet e soñj degemer ur vaouez yaouank en e di. Hiroc'h neus lâret da Yaëlle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio