En fulor emañ an dud nammet 'ba Frañs gant politikerezh ar gouarnamant en o c'heñver
Dalc'het oa, nevez 'zo, emvod meur an APF, deuet da vout France Handicap. Un emvod meur 'ba Montpellier lec'h ma 'neus embannet sklaer prezidant ar gevredigezh 'zo 'vit difenn an dud ampechet e soñj da dud gouarnamant Bro-C'hall: ne vez ket doujet ouzh gwirioù an dud nammet ha war washaat e ya gant divizoù 'zo 'vel al lezenn Elan, setu 'pezh 'zo displeget deomp gant Bernez Kerdraon 'zo ezel ouzh France Handicap 'ba Penn-ar-Bed.