àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadeg 'vit difenn ti gwilioudiñ Gwengamp 'vo 'benn disadorn

Manifestadeg 'vit difenn ti gwilioudiñ Gwengamp 'vo 'benn disadorn

Ne dal mann ebet embann eo daleet an diviz!, eme difennerien ar servij-gwilioudiñ en ospital Gwengamp. Keloù zo da serriñ an ti-gwilioudiñ. Met e fin ar sizhun dremenet 'oa bet roet da c'hoût gant prezidant ar rannvro, loig chesnais girard, en devoa macron graet e soñj da bellaat an diviz. Ha da-heul 'oa bet lamet an tabut war ur meneg da difenn an ti-gwilioudiñ diwar ar roll labour er c'huzul rannvro digwener. E gwirionez eo an tabut 'ni zo pellaet, met n'eus ket bet kaoz da cheñch an deiz lakaet da serriñ ar servij gwilioudiñ, deiz diwezhañ a viz Genver 2019. N'eo ket touellet ar re o labourat ennañ, ha prest da stourm bepred. 'Benn disadorn 'vo manifestadeg e Gwengamp, ha dalc'het 'vo ar vanifestadeg, sur ha n'eo ket marteze. Guilllaume Bricaud zo perzh e stroll difenn an ti-gwilioudiñ, un toullad displegadennoù gantañ. Gant Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio