Festival "A domicile" : an dañs hag ar c'han
Meskañ an dans hag ar c'han: setu tem festival "A domicile" ar bloaz mañ. Dibabet eo gant Mickael Phelippeau 'zo rener arzel ar gouel 'zo aozet 'ba Gwiseni. Pevar arzour 'zo o labourat ar sizhun mañ gant tud ar vro da sevel un abadenn 'vo da welout 'benn arc'hoazh da 8 e 30 'ba Plouneour-Trez ha 'benn disadorn 'ba Gwiseni da 11 e beure. Neuze, abaoe ur sizhun 'zo tud o pleustriñ un tamm 'ba pep lec'h 'ba Gwiseni: amañ 'mañ spered "A domicile". Selaouomp Michel Tepot, unan eus an aozerien. Gant Erwan Blanchard.