Ur c'hamp hañv e brezhoneg e bro an Oriant
Tremen ur sihuniad vakañsoù e brezhoneg.
Evit ar wezh ketañ e vo savet ur c'hamp deverrañsoù e bro an Oriant. En Henbont e vo etre ar 15 hag an 21 a viz Gouere. Kensavet eo get an Ubapar, Emglev bro an Oriant ha ti-kêr an Henbont. An digarez a vo d'an dud yaouank etre 7 ha 12 vlez da zijoleiñ an traoù a zo er c'hornad ha da dremen amzer e brezhoneg er-maez ag ar skol. Maelle Ausias, renerez ar c'hamp a gont deomp pelloc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel.
Moaien a zo lakaat e anv c'hoazh er c'hamp en ur bellgomz da Emglev bro an Oriant (02 97 21 37 05)