àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

"Sois jeune et tais-toi" Moarvat ho peus bet tro de gwellout skritelloù, livadurioù bet graet e-kerzh mae 68 get an Atalieroù Poblek. Ne oent ket nemet e Pariz met e kerioù all ivez, ha n'o deus ket paouezhet àr lec'h miz Even 1968. Jil Daniel a zo studier e skol arzoù-kaer Roazhon, e tem doktorelezh 'ni eo. Ur c'hinnig get Tomaz Laken, selaouit an atersadenn da 35' Pa vez ur bochad tud entanet get kip ar bed e Russia, tud all az a da veajiñ er vro-se, pell a-wehadoù, hag an darvoudoù-sen. Yann-Klaod ar Ruyet hag e wreg a zo aet de zaremprediñ get rusianed a-hed miz mae, komzet hon oa asamblez hag ar veaj ar mintin 'mañ. Selaouit da 8' Relegoù an istor: Plas ar merc'hed en istor. Setu tem an niverenn-sen, sur mat e vo un heuliad hag a vo kendalc'het adal ar bloaz 'mañ za! Selaouit an niverenn ziwezhañ da 20' E vervel emaint ar gwenan. Soñjoù a zo evit prederiañ àr an dra-se. Damp 'soñj, selaouit ar gronikenn da 31' Tonioù: - Maija Kauhanen, Pinnalla - La mal coiffée, Tèrra Doça - Hugh Masekela, Rekpete
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio