Peseurt labour-douar en dazont ?
Setu ar goulenn oa bet é-kreiz an devizoù disadorn paset e Planvour get izili ar re yaouank ag an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh. Kant a dud a oa tolpet en holl hag e oa daet izili strolladoù politikel rannvroelour pe dizalc'hour arall ag an Europ perzh en Alliance Libre Europeenne. Pedet o doa ar c'hannad Paol Molac da gomz ha da eskemm gete a-ziàr ar labour-douar ha dreist-holl ar lezenn nevez savet da reiñ un hent nevez d'ar labourerion-douar. Evitoñ eo a-bouez ma vo an holl, peizanted ha kevezerion en taol evit chenj an traoù. Paol Molac doc'h mikro Françoise Ramel evit RBG.