Liammoù, Un diskouezadeg etre arz ha brezhoneg.
« Liammoù » a zo bet savet gant daou zeskard war ar brezhoneg. Manuella Flouriot ha Tristan Gloagen o deus bet da zonaat o brezhoneg war an dachenn, evit kas o stummadur hir da benn gant Mervent. Hag int da vont da welet un toullat brezhonegerien a bep seurt, ha bet savet un diskouezadeg diwar ar gejadennoù-se. Aterset int bet gant Marianne Vaidie (Védi) e Radio Kerne.
Lid digoradur an diskouezadeg a vo bennabardaez da 6e30 e Ti ar Vro Kemper, ha dav eo ober buhan evit mont da welet an enrolladennoù hag ar poltridi, peogwir ne vo deuhouti nemet evit ar fin ar sizhun.