àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Priz lennegezh Sten Kidna a zo bet roet disadorn. Da Mich Beyer, evit he roman Troiad an Ifern. Christian Ar Meut en doe respontet da goulenn Tomaz Laquaine ar mintin 'mañ, selaouit an eskemm da 12' A c'houde 40 vloaz bremañ 'vez kinniget sonadegoù hag abadennoù a-bep seurt get sal Run ar Puñs e Kastellin. E 1978 e oa deuet ar gevredigezh Rapass d'en em staliañ er plas-mañ evit sevel ur sal « kafe-koñsert ». Daou vreur a zo perc'henn àr ar feurm kozh, Jakez ha Yann-Vari an Harridon. Dispartiet en an tiriad en daou. Nevez 'zo 'neus laket Yann-Vari e lodenn da werzhañ. 'Blamm da se eo staget ar gevredigezh da rastellat arc'hant àr Internet. Ar pal a zo kaout argant da brenañ tachenn Yann-Vari. Ar-dreñv a gerioù, klevet e vo hirroc'h a-zivoud « Mahleu » hiriv, get Serj Bozeg. Selaouit da 26' Petra eo an internet a benn ar fin ? C'hui oar marsen penaos implijout an ostilh-se. Met petra eo resis ? Ur rouedad ? Un lec'h evit ar marmoused vihan ? Respontoù get Morgane Bramoullé, da 22' Ar benn me glin e skrivan deoc'h, kronikenn Daniel Carre ha Jo Morvan : Jo a lenn lizherioù Loeiz Herrieu, skrivagner kaset àr an talbenn a-hed ar Brezel Braz. Kas a rae lizherioù d'e vreg Loeiza tost bemdeiz. Ar sizhun paseet ez eus bet skignet kentañ lodenn ar lizher skrivet d'ar 6 a viz Eost 1917, Anna pe Mona a zo mignonez d'ar c'houplad Herrieu, emañ e soñj dimeziñ get Bernard (eil lodenn) selaouit e penn kentañ an abadenn ! Ar lodenn gentañ de selaou dre podkast dimeurzh 5 a viz Even ! Tonioù : - Bitraak, Rond Sant Vincent - La Gossa Sorda, Esbarzers
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio