Deñved evit gober àr-dro lanneier Lokarn
Disadorn 'oa bet degaset pevar-ugent a zeñved en-dro deus lanneier Lokarn da Dremargad e kreiz Breizh. Abaoe tri bloaz 'vênt lakaet da beuriñ war al lanneier etre miz Mae ha miz Eost, e-barzh stern ul labour asambles gant kuzul-meur Aodoù an Arvor. Ar pal eo gwellaat stad al lanneier. Olivier Bivic zo o labourat war-dro d'al lanneier, ha d'an tachennoù naturel gwarezet dre vras, evit ar c'huzul-meur, muioc'h a displegadennoù gantañ. Gant Tudual Karluer.