Ur skol Diwan 'zo kroet 'ba Landivizio
///Pevarzek skol ouzhpenn/// ar re 'oa betegen a ginnigo un hentenn e brezhoneg 'benn dimeurzh kentañ: brezhoneg-galleg 'ba skolioù publik ha kristen 'vel 'ba Kallag, Sant-Tegonneg, Locmaria-Plouzane, Plugun, Konk-Kerne, An Alre pe c'hoazh an Naoned. Pell 'zo 'oa ket bet kement a skolioù nevez gize-se: kresket 'vo an niver a vugale 'vel just: warlene 'oa 14 000 anezho 'ba skolioù e brezhoneg pe divyezheg. Deomp betek ///Landivizio/// lec'h 'vo digoret ///ur skol Diwan///. 7 bugel 'zo bet lakaet o anv betegen. O c'hortoz familhoù all emañ ar gerent 'neunt savet ar skol. Hag ar sizhun mañ emaint o peurechuiñ adframmann ar savadur lec'h 'ma 'oa burevioù betegen ha prientiñ al lec'h. Selaouomp ///Morgana Cloitre/// ha ///Brewal Vaillant/// ur vamm hag un tad. Gant Erwan Blanchard.