Linky: 166 bretoned diharpet eus o c'houlennoù gant lez-varn Roazhon
Fin ar sizhun dremenet 'oa diharpet gant lez varn Roazhon eus o c'houlennoù 166 den hag a nac'h 'vefe lakaet e plas kontourien Linky 'ba o zi gant Enedis. Una eus arguzennoù pennañ ar re 'zo a-enep Linky 'ba o zi eo e vefe dañjerus ar gwagennoù 'zo skignet ar mekanik da vuzuliañ an tredan 'zo implijet gant arn dud. Hervez ar varnerien n'eo ket bet prouet en ur mod skiantel gant ar glemmerien eo dañjerus ar gonterien Linky. Gall 'ra ar glemmerien kas o afer dirak al lez-varn galv. 'Ba Breizh a-bezh e kaver poellgorioù Stop Linky 'vel 'ba bro an aberioù 'ba henter noz Bro-Leon. Erwan Denez 'gemer perzh 'ba buhez ar poellgir mañ. Roet 'neus e soñj deomp war diviz al lez-varn.