àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Filmouigoù e brezhoneg e lise Brizeux

Filmouigoù e brezhoneg e lise Brizeux

Filmoù e brezhoneg zo bet savet gant liseidi Kemper. Evit an eil bloavezh e vez kinniget da glasadoù eilvet ha kentañ klas divyezhek lise Brizeux atalieroù da sevel filmoù. Evit mont war-raog en o labour int bet sikouret gant Perynn Bleunven, a gas klipoù dibaoe meur a vloavezh war he chadenn Youtube. Dec'h e oa skignet ar filmoù e ti ar Vro Kemper, hag e zo bet priziet 3 film diwar an holl re bet savet gant an dud yaouank. Nadège Monfort o skolaerez war ar brezhoneg, a zispleg penaos eo ganet ar raktres. Klevet vo ivez Youenn ha Mael, liseidi e touezh a re bet roet dezho prizioù gant ar juri. Ur reportaj gant Tunvezh Wlagen-Grandjean Evit gwelet ar filmoù graet ganto, emaint da vezañ kavet war o chadenn youtube « brezhoneg Brizeux ».

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio