àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Manifestadeg evit ar selvij publik

Manifestadeg evit ar selvij publik

Unanet evit difenn ar selvij publik e oa ar vanifesterien hiriv. An ospitalioù, ar skolioù, an tailhoù, tier ar re gozh, tud an tan, koadourien pe c'hoaz poliserien o deus diskouezet o enebiezh da bolitikerezh gouarnamant Emmanuel Macron. Raktreset vez gantañ ul lezenn nevez evit penn kentañ ar bloavezh 2019, ma glever dija e vo krennet an niver a fonksionerien. Ar vanifestadeg a oa un trec'h evit ar sindikadoù a-raog bezañ kroget zoken, pa 'z int deuet a benn da vezañ holl a stroll evit difenn ur menoz kevredigezhiel rannet. « difenn ar selvijoù publik a zo difenn al laikelezh, an ingalded, ur selvij dizalc'h, digoust ha kengred » a zo bet skrivet ganto en ul lizher d'an holl geodedourien. 140 manifestadeg damm dostig a zo bet dalc'het e pep lec'h e bro C'hall. E Kemper zo bet gwelet ur mil den bennaket o tibuniñ er straedoù. Erell, Simon, Perryne, ha Jean Jacques, skolaerien e klasoù divyezh, a oa er vanifestadeg. Diskinnig : Ur reportaj e manifestadeg difenn ar selvijoù publik e Kemper, gant Tunvezh Wlagen-Grandjean

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio