àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kenderc'hel a ra ar vuhez war ar ZAD, kousto pe gousto

Kenderc'hel a ra ar vuhez war ar ZAD, kousto pe gousto

. Setu ar c'heloù a zo bet kaset disul gant annezidi Kernitron al Lann. Asambles gant kantadoù a dud deuet da sikour, o deus klasket diskouez e vez adsavet an tier ur wezh distrujet, hag e vez labouret ar parkeier daoust dezho bezañ saotret gant gaz an archerien. Unek lec'h bevañ a zo bet distrujet etre diryaou ha dirgwener e Kernitron al Lann, en un eil tro skarzhadegoù bet kaset kalz aesoc'h eget an hini gentañ. Gwanaet eo ar rezistañs fizikel er ZAD, moarvat dre ma zo disemglev etre an dud. Mael, hag a voe aet disul da sikour evit an devezh war ar ZAD, a glask displegañ ar pezh a c'hoarvez. Emañ-hi deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio