àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet Yann Talbot d'an Anaon

Aet Yann Talbot d'an Anaon

Aet 'zo un den deus bed ar brezhoneg d'an anaon. Yann Talbot, beleg ha den a zeskadurezh, 'noa graet e lod evit ar yezh. Tregeriad, ganet voe e Lanuon e 1940. Desket 'n oe bet ar brezhoneg diwar e youll dezhañ, el lise, ha kendalc'het dibaoe da gas ar brezhoneg war-raog : krouet 'n oe bet da skouer kampoù katekiz e brezhoneg evit ar vugale, savet 'n eus kentelioù brezhoneg e Landreger, ha betek nevez 'zo e lide c'hoaz oferienier e brezhoneg. Riwanon Kervella he deus anavezet anezhañ mat dibaoe ma 'z eo yaouank flamm. Lâret a ra da Dunvezh Wlagen-Grandjean e oa Yann Talbot anavezet ivez war dachenn al lennegezh e brezhoneg...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio