FESTIVAL AN ERER KOZH (2011) 1/4 : AR SUL
Ne ramp ket tro ur bladenn ar sizhun-mañ, mes un dro a brogram festival an Erer Kozh a gomañsa ba Karaes diryow. An tu ewidomp da zisoloiñ arzourion, arzouresed ha strolladow liesliw hag a beb bro : Who Knew, a Vro-ar-Skorn ; Balkan Beat Box, a Israel ; ar Gelted amerikan House Of Pain ; Nasser, a Varseilh ; pe hoazh Shaka Ponk, Gallowed hon doa anavet ba PopSkeud n'eus ket pell so.
Ar blez-mañ vez lidet 20 vlez ar festival, ha pedet ew bet da zoned en-dro re o doa plijet mad dija : Pierre Perret, Eddy Mitchell, Olivia Ruiz, Yannick Noah, Jean-Louis Aubert. Ur souezhadenn vraw é klewed en-dro Ar Re Yaouank, mojenn festow-nos ar 90s. Ha tud arall a Vreizh, an houlenn a-vremañ ba sonerezh ar vro : Krismenn, Marchand vs Burger, Lunch Noazh.
Àr dachenn etrevroadel Kerampuilh e vo degemeret iwe, èl reson, ar re n'hor behe ket gwelet james mod-arall marse : Scorpions pe Pulp, Supertramp, Lou Reed, PJ Harvey pe The Chemical Brothers, hag ar re vo sur'walh vedeted bras an amser da-zoned : Two Door Cinema Club, AaRON, Tiga, Cold War Kids, Angus & Julia Stone... Arwestow heb-o-far, milierow a dud é kanal hag é tañsal, son e beb korn ag ar park, setu spered an Erer Kozh.
ERIK MARCHAND vs RODOLPHE BURGER "Gheorghe s'i florea"
in Before Bach (2004 . Dernière Bande Music)
PIERRE PERRET "Tonton Cristobal"
45t (1967 . Vogue)
GORAN BREGOVIC "Gypsy reggae"
in Arziona dream (1993 . Mercury)
BALKAN BEAT BOX "Move it"
in Blue eyed black boy (2010 . Nat Geo Music / Crammed Discs)
THE CHEMICAL BROTHERS "Asleep from day"
in Surrender (1999 . Freestyle Dust)
LOU REED "Walk on the wild side"
in Transformer (1972 . RCA)