Eurokorrika, rouedad europad ar Redadegoù
Loc'het eo ar Redadeg deus Kemper dirgwener d'abardaez ! Ober a ra tro Breizh, en ur redig, war 1800 km a hed ar sizhun evit difenn ar brezhoneg.
Ar Redadeg 2018 a zo ivez hini an dek vloaz, pa oa bet savet an hini gentan e 2008. En ur soñjal en digarez brav-se eo, zo bet divizet gant Kevre Breizh da bediñ pep bro Europa oc'h aoziñ ur Redadeg da eskemm asambles. Ur c'hendiviz war un devezh 'n eus bodet un nebeut tud o tont deus 8 bro disheñvel, evit dezho preg deus o skiant-prenet. E hed an c'hendiviz zo bet krouet ar rouedad anavezet an Eurokorrika, evit ma vo dalc'het gant ar c'henlabour en amzer da zont.
Denez a oa aze evit arouezañ Redadeg Breizh, ha Heledd evit ar Ras, e bro Gembre.