Liv an Amzer
Rakloc'het eo ar Redadeg dimeurzh paseet, tremenet dre Lokoal, An Intel, An Oriant, eruout 'ray ar vazh-eilañ benn arc'hoazh e Kemper evit krogiñ da vat.
1818 km a vo graet e-kerzh 8 deiz, noz ha deiz e vo tud e redek evit ar brezhoneg.
Un sapre aozadur eo, 'blamm da se e vez ag ar Redadeg bep eil blez, hag ur skipailh braz a zo evit gober ar-dro an difi-sen. Strolladoù tud a volonte-vat ez eus, emaint oc'h echuiñ an aozadur, Joel Le Baron a zo e-karg ag ar lodenn etre Mourieg ha Ploermael, ha displeget en doe n'eo ket kustumm da gumunioù èl Josilin pe Ploermael de welet ar Redadeg e tremen.
Jeralg ar Gov a zo eil prezidant ar Redadeg, e-mesk ar SKER ivez, ur skipailh tud un tammig ispisial, setu peadra de c'houzout hirroc'h, selaouit an abadenn adal 26' de glevout an titouroù bet roet a-zivout ar Redadeg 2018.
Penaos e oe an traoù e Breizh e-raok e erruhe an tredan ? Pegoulz ha penaos eo tremenet ? Muioc'h a zisplegadennoù get Loeiz Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn, de selaou da 19'
Emaon o paouezh echuiñ prantad kleñved-red ar gastro, traoù 'zo evit em gwarantiñ un tamm doc'h ar c'hleñved-sen, setu alioù Gael Pedron, vedisinez e Gwareg, er gronikenn Yec'hed (da 7')
Ur plac'h az a alies mat er c'han ar bobl hi doe kanet doc'h ma mikro, istoerioù kozh pe damm-gozh. Kanit 'pezh a garit, selaouit da 13' en enrolladenn a-us
Tonioù :
- Denez Prigent, An tad moualc'h kaner
- Alambadeg (Redadeg 2014)
- Betek an Trec'h (Redadeg 2018)
- A-WA, Habib Galbi