Kollog ar Meingleuzioù Uranium
Gouiet pelloc'h a-ziàr ar meingleuzioù uranium hag ar radon.
Setu pal ar c'holok a oa aozet disadorn e Gwened get kevredad breizh enep an nukleel. Tud a-bep seurt a zo daet da gomz èl izili ar c'hevredigezhoù a glask brudiañ ar fed e oa meingleuzioù lec'h ma veze tennet uranium er vro ha ne oa ket bet graet mat ar labour goude ma oa aet kuit an dud ha leusket an traoù hep bout tretet e meur a lec'h. Ne faota ket dezhe ma vo ankoueet ker e chom skinoberiantiz. Ar pal a oa komz ag ar radon iwez hag a vez kavet en douar ma zo mein greun èl e Breizh. Ar gaz dic'hwezh-mañ a zo en taol e-barzh kleñved krign-bev ar skevent. Kristen Kloatr, ezel ar gevredigezh Stop Nucléaire 56 - Trawalc'h, a zo doc'h mikro Yaelle ar Mouel.