A-hed an dibenn sihun e vo 45vet Kan ar Bobl e Pondi.
Setu an dolpadenn ziwezhañ goude an 18 emgav-bro ma oa bet dibabet ar ganerion hag ar sonerion, dre vreizh a-bezh ha pelloc'h. 600 e vint en holl àr ar leurenn pe vehe e rummad ar skolioù, ar strolladoù, solo, daouad, kan da zañsal pe kan a-boz. Estroc'h evit ur c'honkour eo hrevez Gwendal ar Ruyet, prezidant ar C'han ar Bobl. doc'h mikro Enora Mola e RBG.