àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur priz evit "La Marmite Bretonne"

Ur priz evit "La Marmite Bretonne"

Ur priz evit « la marmite bretonne ». Tri blez 'zo e oa bet kroueet an embregerezh-mañ get Loic de Feraudy hag Elizabeth Plassard e Plougoulen d'ober produioù èl soubenn pe fourmaj pe pastez get legumaj hag gwinizh pe yod get frouezhaj. Ar pal eo ober ar sekredoù get produioù bio, gounezet hrevez an amzer hag er vro. A-c'houde ar penn-ketañ o deus bet c'hoant lakaat ar beizanted hag o fourchaserion àr-wel. Hag evit en ober o deus ijinet ur sistem d'o brudiñ dre ar rouedad ha dre ur QR kod hag a zo àr bep tikedenn pep produ gwerzhet gete. Un dra ha n'eus ket he far e Frans c'hoazh. Ur priz, savet get an ajans vroadel bio o deus bet neuze evit kement-se deus ket pell 'zo e salons ar labour-douar e Pariz. Loic de Feraudy, perc'henn « La marmite bretonne » a zo doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio