àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An trivet skrid « Tan ban ti » a zo bet embannet.

An trivet skrid « Tan ban ti » a zo bet embannet.

Èl an daou zanevell getañ embannet e 2013 ha 2014 emañ bet skrivet an trivet-mañ get Yannig Baron ha Jean-Claude ar Ruyet. Ur wezh c'hoazh e pouezont àr ar fed emañ mall braz diorenn ar c'helenn brezhoneg d'ar vugale. Mes en ur mod arall, ha pand eo dister disoc'hoù ar politikerezh yezh er skolioù goude daou-ugent vlez. 18 000 krouedur a vez skoliataet e bezhoneg hiziv mes daou gant anezhe hepken a vez é tremen ar vachelouriezh e brezhoneg. Hrevez Yannig Baron ha Jean-Claude ar Ruyet e vehe ret kinnig un dra arall da chechiñ ar gerent doc'h tu an hentennoù diwyezheg, èl kelenn ar saozneg. Selaouamp doc'h Jean-Claude ar Ruyet doc'h mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio