Kernitron al Lann : Rentañ-kont ar skarzhadegoù
Hirie 'oa an trede devezh ma vez skarzhet tud diwar ar ZAD e Kernitron al Lann. Diskaret zo meur a blas dec'h, koulz kabanennoù evel atalieroù ha jardinoù.
Feulsoc'h-feulsañ an abadenn, archerien forzh pegement a-dal d'un nebeud kantadoù a dud, met tud stankoc'h stank ivez o tifenn ar ZAD.
War blas 'oa Gwenvael Delanoe abaoe dilun, o filmañ. Selaouomp e desteni, deus mikro Tugdual Garluer.
Evit fin ar sizhun zo lañset ur galv gant an holl gevredigezhioù pe strolloù savet 'enep d'an aerborzh, etre Copain, ACIPA, pe tud ar ZAD ha stroll politikel, d'en em vodañ da difenn ar ZAD bremañ.