àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

N'eo ket aes mont war varc'h-houarn e bro C'hall

N'eo ket aes mont war varc'h-houarn e bro C'hall

N'eo ket ken aes-se n'em ziblasiñ war varc'h-houarn e bro C'hall. Evit ar wezh kentañ zo bet savet un doare enklask da c'houzout pegent aes eo mont war varc'h-houarn er c'hêrioù. War dri mizvezh, e fin ar bloavezh 2017, zo bet 113 000 zen o reiñ o ali. Nebeut 'zo eo bet embannet an disoc'hoù gant ar FUB, Federasion Implijerien ar Velo, hag an eus savet an enklask. Diwar an 316 kêr renket ha notennet gant an dud, 'n eus bet nemet 21 gêr gant un notenn a huz d'ar geidenn. Kêrioù Breizh n'emaint ket falloc'h eget ar re all, met 'mañ ket al live uhel tre ganto kennebeut. Kêr Naoned memes tra en em denn mat a-walc'h : e touezh ar c'hêrioù o kontañ muioc'h eget 200 000 annezad, emañ Naoned en eil plas, goude kêr Strasbourg. A hend-all, eo kêrioù Seson-Sevigne hag an Oriant a zo bet kavet voe an aesañ ober marc'h-houarn eno e Breizh. E Kemper er c'hontrol, ma laket n'eo ket aes : en em gavet eo gant un notenn a 2,7/6. Annaig Loisel a ra kalz marc'h-houarn er gêr-se. Kemeret he doe perzh er votadeg just a-walc'h. Rein a ra he ali da Dunvezh Wlagen-Grandjean

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio