àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Loeiz Herrieu, paotr ag Breizh, a zo bet kaset d'ober brezel e 1914. Chomet eo du-sen a-hed ar brezel, n'eo distroet d'ar gêr e 1918 hepken. E-pad ar prantad-sen en deus bet tro de gas ur bochad lizherioù d'e wreg Loeiza, 2 pe 3 bep suhun. Ar lizhiri prizius a zo bet gwarnet ha dielfennet get Daniel Carre. Lennet 'vez unan bep suhun, get Jo Morvan, un eskemm a vez ar lec'h de gomprenn muioc'h petra 'zo c'hoarvezet d'ar mare-sen. Setu ar gronikenn Ar benn men glin e skrivan deoc'h, (de selaou e penn kentañ an abadenn). Fabienne Lavigne a zo levraouegerez e Poullan, daet eo de reiñ un taol sklerijenn d'un atalier kinniget bep eil yaou: un atalier da zeskiñ gober get binvioù demokratel graet evit an urzhiataerez. Ar pal a zo em zizober doc'h monopol mistri ar bed (Bill Gates hag all), ha bout gwir mestr ho urzhiataer. (An atersadenn a zo de selaou adal 29' àr an enrolladenn a-us). Ar-dreñv ar Gerioù : kendalc'hamp an droiad anvioù tud get Jezekel ! Ur gronikenn kinniget get Serj Bozeg (21') Ag e-men e ta an avel ?! Kemeramp 2 Vutunenn evit komprenn, (pe 4 vunutenn zoken), get Morgane Bramoullé ha Tunvezh Wloeguen ag Radio Kerne, e fin an abadenn. Tonioù : - Massive Attack, Teardrop - Nâtah Big Band, Route 35 - Gweltaz Adeux, Mil den - Selah Sue, Reason
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio