àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An douristelezh 'ba Breizh e miz Gouere

An douristelezh 'ba Breizh e miz Gouere

Miz Gouere n'eo ket bet dreist evit pezh a sell eus an douristelezh 'ba Breizh. 'Blam d'an amzer etre ha d'ar c'hudennoù ekonomik hag ar C'hoarioù Olimpek. Hervez an dud a-vicher 'vefe nebeutoc'h a douristed deuet eus Breizh-Veur ar bloaz mañ, moarvat. A-drugarez d'ar Festivalioù, memestra, 'zo un tamm 'ba pep lec'h n'eo ket ken fall. An Erer Kozh, Les Tonnerres de Brest 'ba Brest 'ba penn kentañ miz Gouere, Festival Kerne 'ba Kemper pe bremañ Emvod ar Gelted 'ban Oriant. Peseurt mod eo an traoù 'ba hanternoz Bro-Leon. Deomp da selaou ///Kristel Kombod/// a labour 'ba Ofis an douristelezh staliet 'ba ///Plouneour-Trez./// Gant ///Erwan Blanchard.///

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio