Chechiñ ar vugale davet ar c'helenn divyezheg.
Setu pal ar c'houlzad brudiñ a zo savet en termen-mañ get Emglev Bro an Oriant e kornad an Oriant. 1390 bugel a zo skoliataet hiziv an deiz e brezhoneg e Bro an Oriant, pe vehe er rouedad Dihun, Div Yezh pe Diwan hag adal ar skol-vamm betag ar lise. Skritelloù ha follennoù pleg-dibleg a zo bet moulet hag ingalet e pep gêr hag e vo ur brezegenn tro dro d'ar c'helenn divyezheg 'benn an 18 a viz Imbril. Monet a ra gwell an traoù mes berped emañ ret strivañ evit ma vo bev an hentennoù-se, èl ma lâr Paskal Tabuteau deomp, hennezh a zo ensellour en deskadurezh stad doc'h ma sell ar brezhoneg. Klevet e vo iwez Morgan Barzic, hag a laboura e Emglev bro an Oriant.