àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Redadeg 2018 : emgav a-benn ur miz !

Redadeg 2018 : emgav a-benn ur miz !

O tostaat emañ loc'hañ ar Redadeg, ar c'hours a bep eil dre Vreizh a-bezh, 'vit dastum arc'hant da skoazell raktresoù hag a denn d'ar brezhoneg. E 2008 'oa bet aozet 'ni kentañ. 600 kilometr 'oa bet galoupet d'ar poent se. Brasaet eo ar raktres rak 1800 km 'vo da redet ar bloaz mañ etre Kemper ha Plougerne etre ar 5 hag an 12 a viz Mae. 'Ba Plougerne 'vo an erru ar bloaz 'mañ. Aozet eo ar gouel gant kêr Blougerne asambles gant ar Redadeg. Postañ arc'hant, lakaat implijidi ar gumun da labourat evit ar Redadeg, ar wech kentañ eo 'vo ur gumun penn ar jeu 'vit degemer an erru. Afer 'neunt un tamm skoazell arc'hant evit gwellaat . ar gouel. Selaouomp Cécile Trevidig a zo kuzulierez kêr e-karg eus ar brezhoneg ha eus erru ar Redadeg. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio