keleier 8:45
@@@Kendalc'h a ray Charles Doux.@@@
Ar c'hinnig degaset get Charles Doux 'zo bet degemeret get lez-varn koñvers Kemper dec'h. Ar gwir 'no Doux da gendalc'h get an oberiantiz, dreist-holl evit ar yer kaset d'ar broioù estren, an ezporzhiñ betag an 9 a viz Gouel Mikel. Da lâret eo e chomo an embregerezh edan evezh ar varnerion. Met razh an oberiantis troet doh tu ar yer fresk (le frais) 'zo dibennfreuzet. Betag an 10 a viz Eost e c'hello forzh peseurt embregerezh gober kinnigoù evit prenañ lodenn-se ar strollad Doux. Etre 1500 ha 1800 den a c'hellehe koll o labour edan berr neuze. Gilbert Gleonec, a labour evit ar CGT, 'zo dipitet bras.
Amañ
@@@Monet àr-vor ba Plistin.@@@
An hañv zo ha ret a-walc'h kavout deverañs evit an holl, koulz ar re vihan hag ar re vras àr o amzer vak. Un dra a vez sot an dud getañ e Breizh, hag a vez klask àrnañ, eo ar bageal dre ouel. E Plistin zo ur greizenn vageal a ginnig stajoù a-hed ar blez, hag e brezhoneg ivez 'vez kaset an abadenn. Ouzhpenn-se zo chañs evit ar blez dre ma n'eus ket a vezhin glas, àr un draezhenn vrudet-kaer evit se neoazh. Riwanon Kallag zo stummerez eno, lâret 'ra deomp penaos e tremen an hañvezh.
Doh mikro Tudual Karluer
@@@Ag ar greun gwinizh d'ar bara.@@@
A-c'houde tri blez emañ Véronique Conan staliet èl boulanjerez peizantez e Guilligouarc'h. Produiñ a ra ar gwinizh a ya d'ober bara. Plij a ra dezhi lakaat an dud da zijolein he mecher iwez. Dec'h e oa savet un dro-vale get ofis touristelezh Ploue. Degemeret he deus tregont bennak a dud. Selaouamp dohti e-raok ma tegouezhent.
Get Yaëlle ar Mouel